Mar kemer un den gwreg e vreur, ur saotradur eo, dizoloet en deus noazhder e vreur; bez’ e vint hep bugale.
Leviegezh 18:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ne zizoloi ket noazhder gwreg da vreur, noazhder da vreur eo. |
Mar kemer un den gwreg e vreur, ur saotradur eo, dizoloet en deus noazhder e vreur; bez’ e vint hep bugale.
Mestr, Moizez en deus lavaret: Mar marv unan bennak hep bugale, e vreur a zimezo d’e intañvez evit sevel ul lignez d’e vreur.
Mestr, Moizez en deus gourc’hemennet deomp ma teuje breur unan bennak da vervel ha da lezel e wreg hep bugale, e vreur a zimezo d’e intañvez evit sevel ul lignez d’e vreur.
Rak Herodez e-unan en doa kaset da gemer Yann hag en doa graet e eren er prizon abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur, dre m’en doa he dimezet,
Met Herodez an tetrark, o vezañ bet tamallet gantañ diwar-benn Herodiaz gwreg Filip e vreur, ha diwar-benn an holl draoù fall en doa graet,
Pa vo o chom breudeur a-gevret, hag e varvo unan anezho hep mab, gwreg an hini marv ne zimezo ket er-maez, d'un diavaeziad; he breur-kaer a yelo d'he c'havout, he c'hemero evit e wreg, evel ma'z eo dereat d'ur breur-kaer.