Leviegezh 17:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Piv bennak eus ti Israel pe eus an diavaezidi o chom en o zouez, a chaseo hag a gemero ul loen pe ul labous a c’hell bezañ debret, a skuilho e wad hag en goloio gant poultr, |
Rak dre garantez evit ur ribodez e teuer da vezañ evel un tamm bara, hag an avoultrerez a hemolc'ho an ene prizius.
Rak he gwad a zo en he c'hreiz, e lakaet he deus war ar roc'h noazh, n'he deus ket e skuilhet war an douar evit e c'holeiñ gant poultrenn.
Dre-se em eus lavaret da vibien Israel: Den eus ho touez ne zebro gwad, hag an diavaeziad o chom en ho touez ne zebro ket gwad.
En holl lec’hioù ma viot o chom, ne zebrot gwad ebet, nag eus ul labous, nag eus ul loen all.