Leviegezh 15:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An hini a stoko ouzh un dra bennak a zo bet dindanañ, a vo dic’hlan betek an noz, hag an hini a zougo an dra-se, a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz. |
Dic’hlan e viot abalamour dezho; an hini a stoko ouzh o c’horfoù marv a vo dic’hlan betek an noz,
An hini a vo stoket ennañ gant an hini en deus ar berad, ha n’en devo ket gwalc’het e zaouarn en dour, a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.
An hini a stoko ouzh e wele a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.
Mar krañch an hini en deus ar berad war un den glan, hemañ a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.
Kement tra a vo stoket gant un den dic'hlan a vo dic'hlan, hag an hini a stoko outañ a vo dic'hlan betek an noz.
Tostait ouzh Doue hag e tostaio ouzhoc’h. Pec’herien, naetait ho taouarn, tud a galon lodennet, glanait ho kalonoù.