Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 11:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 Dic’hlan e viot abalamour dezho; an hini a stoko ouzh o c’horfoù marv a vo dic’hlan betek an noz,

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 11:24
36 Referencias Cruzadas  

AOTROU an armeoù en deus lavaret da'm divskouarn: Biken an direizhder-se ne vo pardonet deoc'h, ken na varvot gantañ, eme an Aotrou, AOTROU an armeoù.


Al loened all o nijal hag a ruz hag a ya war bevar droad, a vo un euzhusted evidoc’h.


hag an hini a zougo o c’horfoù marv a ganno e zilhad hag a vo dic’hlan betek an noz.


Dic’hlan e vint evidoc’h e-touez an holl stlejviled; an hini a stoko outo pa vint marv a vo dic’hlan betek an noz.


Ne zebrot ket eus o c’hig ha ne stokot ket ouzh o c’horfoù marv, dic’hlan e vint evidoc’h.


An hini a vo aet e-barzh an ti e-pad an holl amzer ma oa bet serret a vo dic’hlan betek an noz.


An hini a stoko ouzh un dra bennak a zo bet dindanañ, a vo dic’hlan betek an noz, hag an hini a zougo an dra-se, a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.


An hini a vo stoket ennañ gant an hini en deus ar berad, ha n’en devo ket gwalc’het e zaouarn en dour, a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.


An aberzhour a ginnigo anezho, unan evel aberzh-dic’haouiñ hag eben evel loskaberzh. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evitañ dirak an AOTROU, abalamour d’e verad.


An hini a stoko ouzh he gwele a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.


An hini a stoko ouzh un dra ma vo bet azezet warnañ, a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.


Mar d-eo un dra bennak war ar gwele pe war an dra ma vo bet azezet warnañ, an hini a stoko outañ a vo dic’hlan betek an noz.


An hini a stoko outo a vo dic’hlan; kannañ a raio e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.


An hini a stoko ouzh e wele a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.


An hini a azezo war un dra ma’z eo bet azezet warnañ an hini en deus ar berad, a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.


An hini a stoko ouzh kig an hini en deus ar berad, a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.


Mar krañch an hini en deus ar berad war un den glan, hemañ a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.


An hini en devo kaset kuit ar bouc’h evit Azazel a ganno e zilhad hag a walc’ho e gorf en dour; goude-se e teuio er c’hamp en-dro.


An hini en devo o devet a ganno e zilhad hag a walc’ho e gorf en dour; goude-se e teuio er c’hamp en-dro.


Piv bennak eus lignez Aaron hag a vo lovr pe en devo ur berad, ne zebro ket eus an traoù santel betek ma vo glanaet. An hevelep doare eo evit an hini en devo stoket ouzh un den dic’hlanaet gant unan marv, pe evit an hini a zeuio dioutañ sper kediadenn,


pe evit an hini en devo stoket ouzh ur stlejvil bennak en defe e zic’hlanaet, pe evit an hini en devo en em lakaet dic’hlan gant un dic’hlander bennak.


An hini a stoko ouzh an traoù-se a vo dic’hlan betek an noz; ne zebro ket traoù santel, met e walc’ho e gorf en dour;


Mar en deus stoket unan bennak ouzh un dra bennak dic’hlan, evel korf marv un aneval dic’hlan pe korf marv ul loen gouez dic’hlan pe korf marv ur stlejvil dic’hlan, ha ma vez kuzhet outañ, dont a raio da vezañ dic’hlan ha kablus.


An hini a stoko ouzh un dra bennak dic’hlan, ouzh dic’hlander un den, ouzh ul loen dic’hlan pe ouzh un euzhenn bennak dic’hlan, hag a zebro eus kig an aberzh a drugarekadennoù a zo d’an AOTROU, a vo lamet eus e bobl.


An aberzhour a ganno e zilhad hag a walc'ho e gorf en dour. Goude-se e tistroio d'ar c'hamp, hag e vo dic'hlan an aberzhour betek an noz.


N’en em dromplit ket, an darempredoù fall a vrein ar gizioù mat.


Dre-se: Deuit er-maez eus o zouez ha dispartiit diganto, a lavar an Aotrou, na stokit ket ouzh ar pezh a zo dic’hlan, hag e tegemerin ac’hanoc’h.


n’ho pez lod ebet en oberoù difrouezh an deñvalijenn, met kentoc’h kondaonit anezho.


Mar d-oc’h eta marv gant Krist e-keñver kentañ kentelioù ar bed, perak e vec’hier ac’hanoc’h eus an urzhiadurioù-se, evel pa vevjec’h c’hoazh er bed:


rak neuze en dije ranket gouzañv meur a wech abaoe krouidigezh ar bed, met bremañ, e diwezh ar c’hantvedoù, eo en em ziskouezet ur wech hepken evit dilemel ar pec’hed oc’h en em aberzhiñ e-unan.


Met mar kerzhomp er sklêrijenn, evel ma’z emañ e-unan er sklêrijenn, ez omp e kenunvaniezh an eil gant egile ha gwad Jezuz-Krist e Vab hor glana a bep pec’hed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos