Leviegezh 11:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kement loen a zo faoutet e garn, forc’hek e droad, hag a zaskir e-touez an anevaled, a zebrot. |
Komzit da vibien Israel ha lavarit: Setu amañ al loened a zebrot a-douez an holl anevaled a zo war an douar.
Kement loen a zo faoutet e garn met n’eo ket forc’hek e droad ha na zaskir ket, a vo dic’hlan evidoc’h; an hini a stoko outañ a vo dic’hlan.
Koulskoude, a-douez ar re a zaskir pe a-douez ar re a zo faoutet o c’harn, ne zebrot ket ar c’hañval, rak daskiriat a ra met n’eo ket faouted e garn, dic’hlan e vo evidoc’h,
hag ar c’honikl, rak daskiriat a ra met n’eo ket faouted e garn, dic’hlan e vo evidoc’h,
hag ar c’had, rak daskiriat a ra met n’eo ket faouted he c’harn, dic’hlan e vo evidoc’h,
hag an hoc’h, rak faoutet eo e garm ha forc’hek e droad met ne zaskir ket, dic’hlan e vo evidoc’h.
Ar re-mañ o doa soñjoù uheloc’h eget re eus Tesalonike, hag e resevjont ar ger gant kalz muioc’h a vuander, o studiañ bemdez ar Skriturioù evit gwelout daoust hag e oa gwir ar pezh a lavared dezho.
Dre-se: Deuit er-maez eus o zouez ha dispartiit diganto, a lavar an Aotrou, na stokit ket ouzh ar pezh a zo dic’hlan, hag e tegemerin ac’hanoc’h.
Kement loen a zo faoutet e garn, forc'hek e droad, hag a zaskir e-touez an anevaled, a zebrot.
hag ar moc'h rak faoutet eo e garm met ne zaskir ket, dic'hlan e vo evidoc'h. Ne zebrot ket eus o c'hig ha ne stokot ket ouzh o c'horfoù marv.
Kemer preder en traoù-mañ, en em ro atav dezho evit ma vo da greskadurezh anavezet gant an holl.