Neuze e lavaris: A! AOTROU Aotrou! Setu, va ene n'eo ket bet saotret, adalek va yaouankiz betek vremañ ne'm eus debret na gorf marv na loen diframmet, ha kig dic'hlan ebet n'eo aet em genoù.
Daniel a soñjas en e galon n'en em saotrfe ket gant meuzioù ar roue na gant ar gwin a eve, hag e c'houlennas digant penn ar spazhidi da lezel anezhañ hep en em saotrañ.
Koulskoude, a-douez ar re a zaskir pe a-douez ar re a zo faoutet o c’harn, ne zebrot ket ar c’hañval, rak daskiriat a ra met n’eo ket faouted e garn, dic’hlan e vo evidoc’h,
N’en em lezit ket da vezañ stlejet dre gelennadurezhioù a bep seurt hag estren, rak mat eo e vefe ar galon nerzhet gant ar c’hras ha nann gant bouedoù n’o deus servijet da netra d’ar re staget outo.