Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 11:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Kement loen a zo faoutet e garn, forc’hek e droad, hag a zaskir e-touez an anevaled, a zebrot.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 11:3
17 Referencias Cruzadas  

Rak ar furnez a zeuio ez kalon, hag an anaoudegezh a blijo da'z ene,


Disammit eus an diouiziegezh hag e vevot, hag e kerzhot war hent ar poell.


Komzit da vibien Israel ha lavarit: Setu amañ al loened a zebrot a-douez an holl anevaled a zo war an douar.


Kement loen a zo faoutet e garn met n’eo ket forc’hek e droad ha na zaskir ket, a vo dic’hlan evidoc’h; an hini a stoko outañ a vo dic’hlan.


Koulskoude, a-douez ar re a zaskir pe a-douez ar re a zo faoutet o c’harn, ne zebrot ket ar c’hañval, rak daskiriat a ra met n’eo ket faouted e garn, dic’hlan e vo evidoc’h,


hag ar c’honikl, rak daskiriat a ra met n’eo ket faouted e garn, dic’hlan e vo evidoc’h,


hag ar c’had, rak daskiriat a ra met n’eo ket faouted he c’harn, dic’hlan e vo evidoc’h,


hag an hoc’h, rak faoutet eo e garm ha forc’hek e droad met ne zaskir ket, dic’hlan e vo evidoc’h.


Ar re-mañ o doa soñjoù uheloc’h eget re eus Tesalonike, hag e resevjont ar ger gant kalz muioc’h a vuander, o studiañ bemdez ar Skriturioù evit gwelout daoust hag e oa gwir ar pezh a lavared dezho.


Dre-se: Deuit er-maez eus o zouez ha dispartiit diganto, a lavar an Aotrou, na stokit ket ouzh ar pezh a zo dic’hlan, hag e tegemerin ac’hanoc’h.


Kement loen a zo faoutet e garn, forc'hek e droad, hag a zaskir e-touez an anevaled, a zebrot.


hag ar moc'h rak faoutet eo e garm met ne zaskir ket, dic'hlan e vo evidoc'h. Ne zebrot ket eus o c'hig ha ne stokot ket ouzh o c'horfoù marv.


Kemer preder en traoù-mañ, en em ro atav dezho evit ma vo da greskadurezh anavezet gant an holl.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos