Leviegezh 11:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu amañ ar re a zebrot: ar c’hilhog-raden hag e rumm, al lamperez hag he rumm, ar c’hwil hag e rumm, ar c’harveg hag e rumm. |
Met e tebrot, a-douez al loened o nijal hag a ruz hag a ya war bevar droad, ar re o deus divhar a-us d’o zreid evit lammat ganto war an douar.
Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d’e groazell. E voued a oa kilheien-raden ha mel gouez.
Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d’e groazell. E voued a oa kilheien-raden ha mel gouez.
Ni ar re greñv a dle gouzañv dinerzhded ar re zinerzh ha ne dleomp ket en em blijout ennomp hon-unan.
Kalz a draoù hon eus da lavarout diwar-benn kement-se, ha traoù diaes da zisplegañ, dre ma’z oc’h deuet gorrek da gompren.