Koloseiz 2:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa oac’h marv en ho pec’hedoù hag e diamdroc’h ho kig, en deus ho tegaset d’ar vuhez asambles gantañ, o vezañ pardonet deoc’h hoc’h holl zisentidigezhioù, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha pa oac’h maro en ho pec’hejou hag en ho kig dicirconcis, hen deuz ho tigasset d’ar vuez assambles ganthan, o veza pardonet deoc’h hoc’h holl bec’hejou. |
"Maskil" David. Eürus an den a zo pardonet dezhañ e zisentidigezh, hag a zo goloet e bec'hed!
Va lakaet ec'h eus da welout meur a estrenvan ha meur a boan, hag e tistroez da reiñ ar vuhez din, ha va lakaez da bignat er-maez eus donderioù an douar.
Deuit ha divizomp! eme an AOTROU. Pa vefe ho pec'hedoù evel ar ruz-moug, e teuint gwenn evel an erc'h, ha pa vefent ruz evel al limestra, e teuint evel gloan.
Ra zilezo an den drouk e hent, hag an den direizh e soñjoù, ha ra zistroio d'an AOTROU en devo truez outañ, d'hon Doue a bardon gant largentez.
Den ne gelenno ken e nesañ, na den e vreur, en ur lavarout: Anavezit an Aotrou! Rak an holl am anavezo, adalek ar bihanañ betek ar brasañ anezho, eme an AOTROU, dre ma pardonin o direizhder ha ne'm bo ken soñj eus o fec'hed.
rak ar mab-mañ din a oa marv hag eo distroet d’ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet. Hag en em lakajont d’en em laouenaat.
Met ret mat e oa en em sederaat hag en em laouenaat, rak ar breur-mañ dit a oa marv hag eo distroet d’ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet.
Jezuz a lavaras dezhañ: Lez ar re varv da sebeliañ o re varv, met te, kae da brezeg rouantelezh Doue.
Rak, evel ma adsav a varv an Tad hag e ro ar vuhez, evel-se ivez ar Mab a ro ar vuhez d’ar re a fell dezhañ.
Ar Spered eo a ro buhez, ar c’hig ne servij da netra. Ar gerioù a lavaran deoc’h a zo spered ha buhez.
hervez ma’z eo skrivet: Da lakaet em eus da vezañ tad da veur a vroad. Hon tad eo dirak Doue en deus kredet ennañ, eñ hag a ro buhez d’ar re varv hag a c’halv an traoù n’emaint ket evel ma vijent.
Na roit ket hoc’h izili d’ar pec’hed evit bezañ binvioù a zireizhder, met en em roit hoc’h-unan da Zoue evel tud deuet eus ar marv d’ar vuhez, ha roit hoc’h izili evel binvioù a reizhder evit Doue.
Mar chom ennoc’h Spered an hini en deus adsavet Jezuz a-douez ar re varv, an hini en deus adsavet Krist a-douez ar re varv a roio ivez ar vuhez d’ho korfoù marvel dre e Spered a chom ennoc’h.
hervez ma’z eo skrivet: An den kentañ, Adam, a zo deuet da vezañ un ene bev, met an Adam diwezhañ, ur Spered a ro buhez.
Hol lakaet en deus barrek da vezañ servijerien eus un emglev nevez, nann eus al lizherenn met eus ar Spered, rak al lizherenn a lazh met ar Spered a ro ar vuhez.
rak Doue a oa e Krist, oc’h adunvaniñ ar bed gantañ, hep kontañ dezho o disentidigezh, hag o lakaat ennomp ar ger a adunvanidigezh.
Dre-se ho pet soñj penaos, o vezañ ma oac’h gwechall paganed er c’hig ha galvet diamdroc’h gant ar re a c’halver amdroc’hidi er c’hig dre zorn an den,
Dre-se eo lavaret: Dihun, te a zo kousket, sav a-douez ar re varv, ha Krist a lugerno warnout.
o vezañ bet sebeliet gantañ dre ar vadeziant, ennañ ivez oc’h adsavet a varv dre ar feiz e galloud Doue en deus e adsavet a-douez ar re varv.
Aliañ a ran dit dirak Doue a ro buhez d’an holl draoù ha dirak Jezuz-Krist a reas un anzavadenn gaer dirak Poñs-Pilat,
Setu perak, o lezel ar c’hentelioù kentañ eus Krist, en em roomp d’ar barfeted, hep lakaat a-nevez an diazez eus nac’hidigezh an oberoù marv, eus ar feiz e Doue,
pegement muioc’h gwad Krist, hag a zo dre ar Spered peurbadus en em ginniget e-unan dinamm da Zoue, a c’hlanaio ho koustiañs eus an oberoù marv, evit ma servijot an Doue bev.
Bugale vihan, skrivañ a ran deoc’h dre ma’z eo pardonet ho pec’hedoù deoc’h abalamour d’e anv.