Piv eta eo Apolloz ha piv eo Paol, nemet servijerien hoc’h eus kredet drezo hervez m’en deus an Aotrou roet da bep hini?
Koloseiz 1:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned anezhi on bet lakaet da vezañ ministr hervez ar garg en deus Doue roet din en ho keñver, evit prezeg ger Doue penn-da-benn, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) euz a behini ez oun bet great ministr, hervez ar garg hen deuzroet Doue d’in en ho kenver, evit discleria deoc’h ger Doue pen‐da‐ben, |
Piv eta eo Apolloz ha piv eo Paol, nemet servijerien hoc’h eus kredet drezo hervez m’en deus an Aotrou roet da bep hini?
Mar gran kement-se a galon vat, em bo ar gopr, met mar gran en desped din, em eus resevet ar garg d’henn ober.
graet on bet ministr anezhañ dre zonezon gras Doue a zo bet roet din dre nerzh e c’halloud.
gant ma chomot diazezet war ar feiz ha start en ho sav, hep dilezel esperañs an Aviel hoc’h eus klevet, a zo bet prezeget d’an holl grouadelezh a zo dindan an neñv, hag ez on bet graet me, Paol, ministr anezhañ.
hag hon eus kaset Timote hor breur, ministr Doue, hor c’henlabourer en Aviel Krist, evit ho kalonekaat hag hoc’h aliañ diwar-benn ho feiz,
Mar displegez an traoù-se d’ar vreudeur, e vi ur ministr mat eus Jezuz-Krist, maget gant gerioù ar feiz hag ar gelennadurezh vat ac’h eus heuliet.