Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Efeziz 3:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 graet on bet ministr anezhañ dre zonezon gras Doue a zo bet roet din dre nerzh e c’halloud.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 euz a behini ez oun bet great ministr, dre eun donezon euz a c’hras Doue, a zo bet roet d’in dre ar vertuz euz he c’halloud.

Ver Capítulo Copiar




Efeziz 3:7
22 Referencias Cruzadas  

A-raok ma voe un deiz, me a oa, ha den ne c'hell saveteiñ eus va dorn. Ober a ran, ha piv a c'hello dizober?


Met an Aotrou a lavaras dezhañ: Kae, rak hennezh a zo ul lestr am eus dibabet evit kas va anv dirak ar broadoù, dirak ar rouaned ha dirak mibien Israel,


hon eus resevet drezañ ar c’hras hag an abostolerezh evit degas d’ar sentidigezh ouzh ar feiz en e anv an holl baganed,


Gant ar c’hras a zo bet roet din, e lavaran da bep hini ac’hanoc’h n’en devo ket anezhañ e-unan ur meno brasoc’h eget ma’z eo ret, met m’en devo santadoù izel, hervez ar muzul a feiz en deus Doue roet da bep hini.


da vezañ servijer Jezuz-Krist e-keñver ar baganed ha da leuniañ ar garg santel eus Aviel Doue, evit ma vo kavet mat gantañ ar prof eus ar baganed, ur prof santelaet gant ar Spered-Santel.


Met dre c’hras Doue ez on ar pezh ma’z on, hag e c’hras em c’heñver n’eo ket bet difrouezh. Met labouret em eus kalz muioc’h egeto holl, n’eo ket me koulskoude, met gras Doue a zo ganin.


Piv eta eo Apolloz ha piv eo Paol, nemet servijerien hoc’h eus kredet drezo hervez m’en deus an Aotrou roet da bep hini?


Hol lakaet en deus barrek da vezañ servijerien eus un emglev nevez, nann eus al lizherenn met eus ar Spered, rak al lizherenn a lazh met ar Spered a ro ar vuhez.


Dre-se, o kaout ar ministrerezh-mañ hervez an drugarez a zo bet graet deomp, ne gollomp ket kalon.


rak an hini en deus labouret e Pêr evit e lakaat da abostol an amdroc’hidi en deus ivez labouret ennon evit ar baganed,


ha pehini eo brasted divuzul e c’halloud a ziskouez en hor c’heñver-ni, ar re a gred, hervez oberiusted galloud e nerzh,


mar hoc’h eus klevet petra eo roidigezh gras Doue a zo bet roet din evidoc’h,


D’an hini a c’hell ober dre ar galloud a labour ennomp muioc’h eget na c’houlennomp ha na soñjomp,


Ar c’hras-se a zo bet roet din-me, an disterañ eus an holl sent, evit prezeg e-touez ar baganed pinvidigezhioù digomprenus Krist


Dioutañ ar c’horf a-bezh, urzhiet mat hag unanet start dre sikour an holl juntoù, a denn e greskañs hervez an nerzh roet da bep ezel, evit ma vo savet e-unan er garantez.


Evit-se ivez eo e labouran, o stourm gant skoazell e vertuz a labour ennon gant nerzh.


Setu perak ne baouezomp ket da drugarekaat Doue evidoc’h rak, pa hoc’h eus resevet ger Doue disklêriet deoc’h ganeomp, hoc’h eus e zegemeret nann evel ger an dud, met evel ma’z eo e gwirionez, evel ger Doue. Hag e labour gant nerzh ennoc’h-c’hwi ar re a gred.


a rento ac’hanoc’h peurc’hraet e pep ober mat, evit ma reot e volontez, oc’h ober e-unan ennoc’h ar pezh a gav mat, dre Jezuz-Krist, ra vo ar gloar dezhañ e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos