Koloseiz 1:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned C’hwi, hag a oa gwechall diavaezidi hag enebourien dre ho soñjoù hag hoc’h oberoù fall, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) C’houi ive, pere gwech‐all a oa estranjourien hag enebourien dre ho sonjezonou ha dre hoc’h oberou fall, |
evit tapout re di Israel dre o c'halon o-unan, int hag a zo holl pellaet diouzhin gant o idoloù.
flatrerien, droukkomzerien, enebourien Doue, tud dismegañsus, ourgouilhus, aner, ijinus a fallentez, disentus ouzh o zud,
c’hwi a oa en amzer-se hep Krist, diavaezidi da gumuniezh Israel, estrañjourien e-keñver emglevioù ar bromesa, hep esperañs hag hep Doue er bed.
o vezañ distrujet en e gig ar gasoni, lezenn ar gourc’hemennoù dalc’het en urzhioù, evit krouiñ ennañ e-unan eus an daou un den nevez hepken goude bezañ graet ar peoc’h,
Evel-se eta, n’oc’h ken nag estrañjourien na tud a-ziavaez, met kenvourc’hizien d’ar sent hag eus ti Doue,
Teñvalaet o deus o skiant, o vezañ pellaet diouzh buhez Doue abalamour d’an diouiziegezh a zo enno ha dre galeter o c’halon,
Tud ha gwragez avoultr, ha n’ouzoc’h ket penaos karantez ar bed a zo enebiezh ouzh Doue? An neb eta a fell dezhañ bezañ mignon d’ar bed en em ra enebour da Zoue.