Neuze, Abram o vezañ en oad a naontek vloaz ha pevar-ugent, an AOTROU en em ziskouezas da Abram hag a lavaras: Me eo an Doue holl-c'halloudek, kerzh dirak va dremm ha bez didamall.
Pec'het em eus a-enep dit, a-enep dit-te da-unan, hag em eus graet ar pezh a zo fall dirak da zaoulagad, en doare ma vi reizh pa gomzi, didamall pa varni.
Rak un devezh ez leurioù a zo gwelloc'h eget mil e lec'h all. Gwelloc'h eo din en em zerc'hel war dreuzoù ti va Doue, eget bezañ o chom e teltennoù ar re zrouk,
Oc’h anavezout eta an doujañs a dleer d’an Aotrou, e kendrec’homp an dud. Doue a anavez ac’hanomp hag ec’h esperan ec’h anavezit ivez ac’hanomp en ho koustiañsoù.
Evel-se eta ni ivez, o kaout en-dro deomp ur goabrenn ken bras a destoù, taolomp kuit diouzhimp pep bec’h hag ar pec’hed a bak ac’hanomp ken aezet, ha redomp gant dalc’h el lañs a zo digoret deomp,