23 Rak e holl varnedigezhioù a zo dirazon, ha ne bellaan ket diouzh e reolennoù.
N'on ket bet distroet diouzh da varnedigezhioù, rak te ec'h eus va desket.
Setu perak e kavan reizh da holl gemennadurioù, hag e kasaan pep hent gaouiat.
Disklêriañ a ran gant va muzelloù holl varnedigezhioù da c'henoù.
Dibabet em eus hent ar wirionez, lakaet em eus da varnedigezhioù dirak va daoulagad,
Neuze ne ruzin ket o sellout ouzh da holl c'hourc'hemennoù.
Da holl c'hourc'hemennoù n'int nemet gwirionez. Heskinet on hep abeg, va sikour!
Reizh e oant o-daou dirak Doue, hag ec’h heulient holl c’hourc’hemennoù hag urzhioù an Aotrou en un doare divlam.
C’hwi a zo va mignoned, mar grit kement a c’hourc’hemennan deoc’h.
E galon ne savo ket dreist e vreudeur, ha ne zistroio ket eus ar gourc'hemennoù nag a-zehou nag a-gleiz, evit ma vo hiraet e zeizioù en e rouantelezh, dezhañ ha d'e vibien, e-touez Israel.
Mar selaouit ar barnedigezhioù-se, ma virit anezho ha ma grit diouto, an AOTROU da Zoue a viro dit an emglev hag an drugarez en deus touet da'z tadoù.
Diwall d'ankounac'haat an AOTROU da Zoue, o tremen hep mirout e c'hourc'hemennoù, e varnedigezhioù hag e reolennoù a gemennan dit hiziv.