Sellit, mont a ran da c'hortoz e plaenennoù ar gouelec'h, ken na zeuio din keloù eus ho perzh.
Jozue 5:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mibien Israel a gampas e Gilgal, hag e rejont ar Pask d'ar pevarzekvet deiz eus ar miz, da noz, e maezioù Jeriko. |
Sellit, mont a ran da c'hortoz e plaenennoù ar gouelec'h, ken na zeuio din keloù eus ho perzh.
Setu amañ penaos e tebrot anezhañ: ho tivgroazell gourizet, ho potoù-lêr en ho treid hag ho pazh en ho torn, hag e tebrot anezhañ a-dizh. Pask an AOTROU eo.
D'ar miz kentañ, d'ar pevarzekvet deiz eus ar miz, da noz, e tebrot bara hep goell betek an unanvet deiz warn-ugent eus ar miz, da noz.
Hag e virot anezhañ betek ar pevarzekvet deiz eus ar miz-mañ, hag holl vodadenn Israel dastumet en lazho etre an daou abardaez.
Met arme ar Galdeiz a redas war o lerc'h, hag e tizhjont Sedesia e plaenennoù Jeriko. O vezañ e dapet, e tegasjont anezhañ da Nebukadnezar roue Babilon, da Ribla e bro Hamad, e-lec'h ma voe lavaret ar varnedigezh en e enep.
Te neuze, mab an den, gra dit pakadoù evit ermaeziañ, ha kae er-maez e-kreiz an deiz dirak o daoulagad. Kae er-maez, eus al lec'h ma chomez da ul lec'h all, dirak o daoulagad, ha marteze e welint ez int un ti disent.
D’ar miz kentañ, d’ar pevarzekvet deiz eus ar miz, etre an daou abardaez, e vo Pask an AOTROU.
Va fobl, az pez soñj eta eus ar pezh a c'hoantaas Balag roue Moab, hag ar pezh a respontas dezhañ Balaam mab Beor, hag ar pezh am eus graet a-dal Sitim betek Gilgal, evit ma'c'h anavezi oberoù reizh an AOTROU.
Ar bobl a bignas er-maez eus ar Jordan d'an dekvet deiz eus ar miz kentañ, hag e kampjont e Gilgal, e tu reter Jeriko.
An deiz war-lerc'h ar Pask e tebrjont eus traoù ar vro, bara hep goell ha greun rostet, en hevelep deiz-se.
Mont a rejont da gavout Jozue e kamp Gilgal hag e lavarjont dezhañ ha da dud Israel: Deuet omp eus ur vro bell, ha bremañ grit un emglev ganeomp.
Mont a rae bep bloaz d'ober tro Betel, Gilgal ha Mizpa, hag e varne Israel en holl lec'hioù-se.