Jozue 4:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jozue a savas ivez daouzek maen e-kreiz ar Jordan, el lec'h ma oa chomet treid an aberzhourien a zouge arc'h an emglev, hag emaint eno betek hiziv. |
Jakob a savas beure-mat hag a gemeras ar maen en doa tapet evel plueg, en lakaas en e sav evel ur peul hag e skuilhas eoul war e benn.
Hag Elia a gemeras daouzek maen, hervez niver meuriadoù mibien Jakob, a oa bet disklêriet dezhañ komz an AOTROU o lavarout: Israel a vo da anv.
Ar barennoù a oa hir en doare ma veze gwelet o fennoù a-raok an arc'h dirak ar santual, met ne vezent ket gwelet a-ziavaez. Hag ez int eno betek hiziv.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Pign davedon war ar menez ha chom eno, hag e roin dit taolennoù maen, al lezenn hag ar gourc'hemennoù am eus skrivet evit o c'helenn.
Ar vein a vo, hervez anvioù mibien Israel, daouzek anezho, hervez o anvioù. Engravet e vint evel sielloù, pep hini hervez e anv evit an daouzek meuriad.
Int, o vezañ kemeret an arc’hant, a reas evel ma oa bet lavaret dezho. Hag ar vrud-se a zo bet en em skuilhet e-touez ar Yuzevien betek hiziv.
Hag e sebelias anezhañ en un draonienn e bro Voab, a-dal da Vet-Peor. Ha den n'en deus anavezet e vez betek hiziv.
Jozue a skrivas ar c'homzoù-se e levr lezenn Doue. Kemer a reas ivez ur maen bras, hag e savas anezhañ eno dindan un dervenn a oa e santual an AOTROU .
An aberzhourien a zouge an arc'h en em zalc'has e-kreiz ar Jordan, betek ma voe echu ar pezh en doa gourc'hemennet an AOTROU da Jozue lavarout d'ar bobl, hervez kement en doa gourc'hemennet Moizez da Jozue. Hag ar bobl a hastas tremen.
An den-se a yeas da vro an Hitited, hag e savas ur gêr eno a anvas Luz, hag a zo hec'h anv betek hiziv.
Kement-se a voe graet adalek an deiz-se, ha deuet eo ur reolenn hag ur c'hustum en Israel betek hiziv.
Ha Samuel a gemeras ur maen, a lakaas etre Mizpa ha Shen, hag en anvas Eben-Ezer, hag e lavaras: An AOTROU en deus hor sikouret betek amañ.