hag ar maen-mañ am eus lakaet en e sav evel ur peul a vo ti Doue; hag eus kement a roi din, e roin dit an deog gant lealded.
Jozue 4:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ha roit urzhioù dezho o lavarout: Dougit ac'hann, eus kreiz ar Jordan, eus al lec'h ma'z eo chomet a-sav treid an aberzhourien, daouzek maen a gasot ganeoc'h hag a lakaiot el lec'h ma tremenot an noz-mañ. |
hag ar maen-mañ am eus lakaet en e sav evel ur peul a vo ti Doue; hag eus kement a roi din, e roin dit an deog gant lealded.
An AOTROU a zo e templ e santelezh. An AOTROU en deus e dron en neñvoù, e zaoulagad a sell, e valvennoù a furch mibien an dud.
Jozue a lavaras d'ar bobl: Setu, ar maen-mañ a vo un testeni a-enep deomp, rak klevet en deus an holl c'herioù en deus lavaret an AOTROU deomp, hag e vo un testeni a-enep deoc'h, evit na zinac'hot ket ho Toue.
ha kerkent ha m'o devo lakaet sol o zreid an aberzhourien a zoug arc'h emglev an AOTROU , Aotrou an douar holl, e doureier ar Jordan, doureier ar Jordan a vo rannet, an doureier a ziskenn eus krec'h a chomo a-sav en ur bern.
Jozue a c'halvas an daouzek den en doa dibabet a-douez mibien Israel, un den eus pep meuriad.
Mibien Israel a reas ar pezh en doa gourc'hemennet Jozue. Kemer a rejont daouzek maen eus kreiz ar Jordan, evel m'en doa lavaret an AOTROU da Jozue, hervez niver meuriadoù mibien Israel, hag o c'hasjont ganto d'al lec'h ma tremenjont an noz, hag o lezjont eno.
Ha Samuel a gemeras ur maen, a lakaas etre Mizpa ha Shen, hag en anvas Eben-Ezer, hag e lavaras: An AOTROU en deus hor sikouret betek amañ.