La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Jozue 4:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Kemerit a-douez ar bobl daouzek den, un den eus pep meuriad,

Ver Capítulo



Jozue 4:2
8 Referencias Cruzadas  

Hag Elia a gemeras daouzek maen, hervez niver meuriadoù mibien Jakob, a oa bet disklêriet dezhañ komz an AOTROU o lavarout: Israel a vo da anv.


Kas tud evit spiañ bro Ganaan, a roin da vibien Israel. Kas a reot un den dre bep meuriad o zadoù, holl re gentañ eus o zouez.


Kemer a reot ivez ur priñs dre veuriad evit lodennañ ar vro dre hêrezh.


Ar c'homzoù-se o deus plijet din. Kemeret em eus daouzek den eus ho touez, un den dre veuriad.


Bremañ kemerit daouzek den eus meuriadoù Israel, un den eus pep meuriad,


ha roit urzhioù dezho o lavarout: Dougit ac'hann, eus kreiz ar Jordan, eus al lec'h ma'z eo chomet a-sav treid an aberzhourien, daouzek maen a gasot ganeoc'h hag a lakaiot el lec'h ma tremenot an noz-mañ.