Jozue 3:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jozue a lavaras da vibien Israel: Tostait amañ ha selaouit komzoù an AOTROU ho Toue. |
Bremañ Israel, selaou ar reolennoù hag ar barnedigezhioù a gelennan deoc'h evit ober diouto, evit ma vevot ha ma'z eot da berc'hennañ ar vro a ro deoc'h an AOTROU, Doue ho tadoù.
Jozue a lavaras: Dre gement-mañ e oueziot penaos emañ an Doue bev en ho touez, ha penaos e kaso kuit a-zirazoc'h ar Gananeiz, an Hitited, an Hevianed, ar Ferezianed, ar C'hirgazianed, an Amoreaned hag ar Jebuziz,
Ro urzhioù d'an aberzhourien a zoug arc'h an emglev o lavarout: Pa viot erruet e-kichen doureier ar Jordan, e chomot a-sav er Jordan.