Roue Israel a zastumas war-dro pevar c'hant profed, hag e lavaras dezho: Ha mont a rin d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad pe ned in ket? Hag e respontjont: Pign, rak an Aotrou a lakaio anezhi etre daouarn ar roue.
Jozue 20:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag en tu all d'ar Jordan, dreist Jeriko war-zu ar sav-heol, e lakajont Bezer er gouelec'h, er blaenenn, eus meuriad Ruben, Ramod e Galaad, eus meuriad Gad, ha Golan e Basan, eus meuriad Manase. |
Roue Israel a zastumas war-dro pevar c'hant profed, hag e lavaras dezho: Ha mont a rin d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad pe ned in ket? Hag e respontjont: Pign, rak an Aotrou a lakaio anezhi etre daouarn ar roue.
Mont a reas gant Joram mab Akab d'ober brezel a-enep Hazael roue Siria e Ramod-Galaad. Ar Siriz a c'hloazas Joram.
hag en tu all d'ar Jordan, a-dal da Jeriko, etrezek sav-heol ar Jordan, eus meuriad Ruben, Bezer er gouelec'h gant he fabourzioù, Jahza gant he fabourzioù,
holl gêrioù ar blaenenn, holl C'halaad, holl Vasan betek Salka hag Edrei, kêrioù rouantelezh Og e Basan.
da c'houzout: Bezer er gouelec'h, er blaenenn, evit ar Rubeniz, Ramod e Galaad evit ar C'hadiz, Golan e Basan evit ar Vanasiz.
Santelaat a rejont eta Kedesh e Galilea, e menez Neftali, Sichem e menez Efraim, ha Kirjad-Arba, a zo Hebron, e menez Juda.
Ar re-se a voe ar c'hêrioù dilennet evit holl vibien Israel hag evit an diavaeziad a zo o chom en o zouez, evit ma tec'ho enno an hini en devo lazhet unan bennak diratozh, hag evit na varvo ket dre zorn ar veñjer-gwad, betek ma'z aio dirak ar vodadenn.
Mibien Gershon eus tiegezh al Levited o doe diwar hanter-veuriad Manase ar gêr-repuiñ evit ar vuntrerien Golan e Basan gant he douaroù, Beeshtera gant he douaroù, div gêr;
diwar veuriad Gad, ar gêr-repuiñ evit ar vuntrerien Ramod e Galaad gant he douaroù, Mahanaim gant he douaroù,