Merc'hed Zelofkad mab Hefer mab Galaad mab Makir mab Manase, eus tiegezhioù Manase mab Jozef: o anvioù a oa Mahla, Noa, Holga, Milka, Tirza.
Jozue 17:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Dont a rejont dirak Eleazar an aberzhour, dirak Jozue mab Nun ha dirak ar briñsed, o lavarout: An AOTROU en deus gourc'hemennet da Voizez reiñ deomp un hêrezh e-touez hor breudeur. Hag e voe roet dezho, hervez gourc'hemenn an AOTROU , un hêrezh e-touez breudeur o zad. |
Merc'hed Zelofkad mab Hefer mab Galaad mab Makir mab Manase, eus tiegezhioù Manase mab Jozef: o anvioù a oa Mahla, Noa, Holga, Milka, Tirza.
Perak e vefe lamet anv hon tad a-douez e diegezh dre ma n'en deus bet mab ebet? Ro deomp un dalc'h e-touez breudeur hon tad.
N’eus ken na Yuzev na Gresian, n’eus ken na sklavour na den frank, n’eus ken na gwaz na gwreg, rak holl emaoc’h unan e Jezuz-Krist.
Setu amañ hêrezh mibien Israel e bro Ganaan, ar pezh a lodennas dezho evel hêrezh Eleazar an aberzhour, Jozue mab Nun, ha pennoù-tadel meuriadoù mibien Israel.
Dek lodenn a zegouezhas da Vanase ouzhpenn broioù Galaad ha Basan en tu all d'ar Jordan,
Pennoù-tadel al Levited a dostaas ouzh Eleazar an aberzhour, ouzh Jozue mab Nun, hag ouzh pennoù-tadel meuriadoù mibien Israel,