Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 21:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Pennoù-tadel al Levited a dostaas ouzh Eleazar an aberzhour, ouzh Jozue mab Nun, hag ouzh pennoù-tadel meuriadoù mibien Israel,

Ver Capítulo Copiar




Jozue 21:1
9 Referencias Cruzadas  

Milliget ra vo o c'hounnar rak taer e voe, hag o fulor rak kriz e voe! O rannañ a rin e Jakob hag o stlabezañ a rin en Israel.


Setu pennoù-bras tiegezh o zadoù. Mibien Ruben, kentañ-ganet Israel: Hanok, Palu, Hezron ha Karmi. Setu aze tiegezhioù Ruben.


Eleazar mab Aaron a gemeras evel gwreg unan eus merc'hed Putiel, hag e c'hanas dezhañ Fineaz. Setu pennoù-bras tadoù al Levited, dre o ziegezhioù.


An AOTROU a gomzas da Voizez e plaenennoù Moab, e-kichen ar Jordan, a-dal da Jeriko, o lavarout:


Diwar-benn ar c'hêrioù a roiot diwar perc'henniezh mibien Israel, e kemerot muioc'h digant ar re o deus muioc'h ha nebeutoc'h digant ar re o deus nebeutoc'h; pep hini a roio eus e gêrioù d'al Levited hervez an hêrezh a vo dezhañ.


Setu amañ hêrezh mibien Israel e bro Ganaan, ar pezh a lodennas dezho evel hêrezh Eleazar an aberzhour, Jozue mab Nun, ha pennoù-tadel meuriadoù mibien Israel.


Dont a rejont dirak Eleazar an aberzhour, dirak Jozue mab Nun ha dirak ar briñsed, o lavarout: An AOTROU en deus gourc'hemennet da Voizez reiñ deomp un hêrezh e-touez hor breudeur. Hag e voe roet dezho, hervez gourc'hemenn an AOTROU , un hêrezh e-touez breudeur o zad.


Setu an hêrezhioù a voe lodennet evel hêrezh gant Eleazar an aberzhour, Jozue mab Nun, ha pennoù-tadel meuriadoù mibien Israel, dre ar sord, e Silo, dirak an AOTROU , ouzh digor teltenn an engalv. Hag e voe echu da lodennañ ar vro.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos