Sellout a reas etrezek Sodom ha Gomora, ha war holl c'horre bro ar blaenenn, hag e welas o pignat eus an douar ur vogedenn evel mogedenn ur fornez.
Joel 2:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Burzhudoù a rin en neñvoù ha war an douar, gwad, tan ha peulioù a voged. |
Sellout a reas etrezek Sodom ha Gomora, ha war holl c'horre bro ar blaenenn, hag e welas o pignat eus an douar ur vogedenn evel mogedenn ur fornez.
Piv eo an hini a bign eus ar gouelec'h evel kolonennoù moged, frondet gant mir hag ezañs, gant pep seurt louzoù-frondus ar varc'hadourien.
En abeg da-se e vo e kañv an douar, hag e vo du an neñvoù d'an nec'h, rak em eus lavaret, em eus graet va mennozh, ne'm eus ket keuz, ha ne zislavarin ket.
Raktal goude glac’har an deizioù-se, an heol a vo teñvalaet, al loar ne roio ket he sklêrijenn, ar stered a gouezho eus an oabl, ha galloudoù an neñv a vo brañsellet.
Hag e vo krenoù-douar bras e meur a lec’h, naonegezhioù ha bosennoù. Traoù spouronus en em ziskouezo ha sinoù bras eus an neñv.
Tud Ai, o sellout war o lerc'h, a sellas moged kêr a bigne war-zu an neñv. N'o doa ket tu da dec'hout amañ pe ahont. Hag ar bobl a dec'he war-zu ar gouelec'h en em droas a-enep ar re a yae war o lerc'h,
o welout mogedenn hec’h entanadur, e krient o lavarout: Peseurt kêr a oa heñvel ouzh ar gêr vras?
Rouaned an douar, goude bezañ graet gadaliezh ha bevet er plijadurioù ganti, a ouelo warni hag a skoio war boull o c’halonoù abalamour dezhi pa welint mogedenn hec’h entanadur.
An hini kentañ a sonas, hag e voe ur grizilh hag un tan mesket gant gwad o kouezhañ war an douar. An deirvet lodenn eus ar gwez a voe devet hag an holl c’heot glas a voe devet.
Tud Israel o doa roet evit arouez d'ar re lakaet e spi, ma rafent sevel eus kêr ur vogedenn dev.
Met pa savas ur golonenn voged eus kêr, re Venjamin a sellas war o lerc'h, ha setu e oa aet kêr a-bezh etrezek an neñv.