Jeremiaz 8:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak setu e kasan a-enep deoc'h naered, naered-gwiber, ha n'eus strobinell ebet a-enep dezho, hag e krogint ennoc'h, eme an AOTROU. |
Na laouena ket, douar ar Filistined, dre ma'z eo bruzunet ar wialenn a skoe ganit, rak eus gouenn an naer e c'hano ur wiber, hag ar frouezh anezhi a vo un aerouant o nijal.
evel un den a dec'h dirak ul leon hag a gav un arzh, hag a ya d'e di, a harp e zorn ouzh ar voger hag a zo flemmet gant un naer.
pa en em guzhfent war lein ar C'harmel, o c'hlaskin eno hag o zapin ac'hane, pa dec'hfent a-zirak va daoulagad betek foñs ar mor, e c'hourc'hemennin d'an naer flemmañ anezho,
An AOTROU a gasas e-touez ar bobl naered gwrezus a flemmas ar bobl, e doare ma varvas kalz a dud en Israel.
Kuzumet e vint gant an naon, debret gant an derzhienn ha gant ur walenn spontus, kas a rin a-enep dezho dant al loened gouez, ha binim ar stlejviled a ruz er poultr.
Rak o galloud a oa en o genoù hag en o lostoù; o lostoù a oa heñvel ouzh naered hag o doa pennoù, ha dre ar re-mañ eo e raent droug.