Perak ne'm eus kavet den pa'z on deuet? Perak n'en deus respontet den pa em eus galvet? Va dorn, ha re verr eo evit dieubiñ? Ha n'eus ket a nerzh ennon evit saveteiñ? Setu e lakaan ar mor da zisec'hañ pa c'hourdrouzan anezhañ, hag e troan ar stêrioù e gouelec'h, o fesked o vreinañ dre ziouer a zour, marvet gant ar sec'hed.
e tiniverin ac'hanoc'h evit ar c'hleze, hag en em blegot evit bezañ lazhet. Rak galvet em eus ha n'hoc'h eus ket respontet, komzet em eus ha n'hoc'h eus ket selaouet, graet hoc'h eus ar pezh a zo drouk dirak va daoulagad, dibabet hoc'h eus ar pezh a zisplij din.
Hag an AOTROU a lavaras din: Na lavar ket: Ur bugel on, rak mont a ri etrezek an holl re ma kasin ac'hanout, hag e lavari kement a c'hourc'hemennin dit.
Evel-henn e komz AOTROU: En em zalc'h war leurenn ti an AOTROU, ha lavar da holl gêrioù Juda a zeu da stouiñ e ti an AOTROU an holl gomzoù am eus gourc'hemennet dit lavarout dezho; na lam ket ur ger.