Setu perak an AOTROU en deus taolet kuit holl ouenn Israel, hag en deus o izelaet ha lakaet etre daouarn preizhataerien, betek o c'has pell a-zirak e zremm.
Jeremiaz 6:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Galvet e vint: Arc'hant distaolet, rak an AOTROU o distaol. |
Setu perak an AOTROU en deus taolet kuit holl ouenn Israel, hag en deus o izelaet ha lakaet etre daouarn preizhataerien, betek o c'has pell a-zirak e zremm.
Ha n'o deus anaoudegezh ebet ar re a ra ar fallentez? Lonkañ a reont va fobl evel ma tebrer bara, n'aspedont ket Doue.
Lakaat a rin va dorn warnout, teuziñ a rin da vergl evel gant kali, hag e lamin kuit da holl staen.
Ha distaolet ez pefe Juda evit biken? Ha bez' en defe da ene heug ouzh Sion? Perak e skoez warnomp hep ma vefe yec'hed ebet evidomp? Gortoz a reomp ar peoc'h, met n'eus netra vat, amzer ar yec'hed, met setu ar spont.
Mar gra goulennoù ouzhit ar bobl-mañ, pe ar profed, pe un aberzhour, mar lavar dit: Pehini eo diougan an AOTROU? e lavari dezho: Pehini eo an diougan? Me ho tilezo! eme an AOTROU.
Touz da vlev ha taol anezho pell, ha disklêr ur werz war an tosennoù, rak an AOTROU en deus taolet kuit ha dilezet rummad e gounnar.
Va Doue o zaolo pell dioutañ, rak n'o deus ket e selaouet. Hag e kantreint e-touez ar broadoù.
Hag e lamis kuit tri mêsaer en ur miz hepken, rak va ene en doa kollet pasianted ganto, hag o ene ivez a oa en em zic'houstet diouzhin.
C’hwi a zo holen an douar, met mar koll an holen e vlaz, gant petra e vo sallet? N’eo mui mat, nemet da vezañ taolet er-maez ha mac’het gant treid an dud.
Me a lavar eta: Hag en deus Doue taolet kuit e bobl? N’eo ket! Rak me a zo va-unan Israelat, eus lignez Abraham, eus meuriad Benjamin.