Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 23:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

33 Mar gra goulennoù ouzhit ar bobl-mañ, pe ar profed, pe un aberzhour, mar lavar dit: Pehini eo diougan an AOTROU? e lavari dezho: Pehini eo an diougan? Me ho tilezo! eme an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 23:33
19 Referencias Cruzadas  

Rak an AOTROU en doa lavaret: Lemel a rin Juda ivez a-zirak va dremm, evel ma em eus lamet Israel, hag e taolin kuit kêr Jeruzalem am eus dibabet, hag an ti ma em boa lavaret diwar e benn: Va anv a vo aze.


hag ez eas da gavout Asa, hag e lavaras dezhañ: Asa hag holl Juda ha Benjamin, selaouit-me! An AOTROU a vez ganeoc'h pa vezit gantañ. Mar klaskit anezhañ, c'hwi en kavo; met mar dilezit anezhañ, eñ ho tilezo.


Diougan diwar-benn Babilon, en deus gwelet Izaia mab Amoz.


Ar bloavezh ma varvas ar roue Akaz e voe disklêriet an diougan-mañ:


Dilezet em eus va zi, dilaosket em eus va hêrezh, roet em eus ar pezh a gare va ene da zaouarn hec'h enebourien.


Setu ar re-mañ a lavar din: Pelec'h emañ komz an AOTROU? Ra zeuio eta!


Galvet e vint: Arc'hant distaolet, rak an AOTROU o distaol.


Me a zistaolo ac'hanoc'h a-zirak va dremm, evel ma em eus distaolet hoc'h holl vreudeur, holl lignez Efraim.


Ha komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:


Mar desavont o mibien, me o dibourvezo diouto a-raok ma teuint da vezañ gwazed. Gwalleur dezho pa en em dennin diouto!


Diougan diwar-benn Ninive. Levr gweledigezh Nahum eus Elkosh.


Diougan en deus gwelet Habakuk.


Diougan, komz an AOTROU a-enep bro Hadrak; ehanañ a ra war Zamask, rak an AOTROU a zo e lagad war an dud ha war holl veuriadoù Israel.


Diougan, komz an AOTROU da Israel, dre Valaki.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos