Dre ma oc'h en em laouenaet, dre ma oc'h bet el levenez o tistrujañ va hêrezh, dre ma hoc'h eus lammet evel un annoar er geot ha c'hwirinet evel kezeg,
Jeremiaz 51:49 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel ma he deus lakaet Babilon da gouezhañ gloazidi d'ar marv Israel, evel-se e kouezho e Babilon gloazidi d'ar marv ar vro holl. |
Dre ma oc'h en em laouenaet, dre ma oc'h bet el levenez o tistrujañ va hêrezh, dre ma hoc'h eus lammet evel un annoar er geot ha c'hwirinet evel kezeg,
Dastumit gant kriadennoù ar waregerien a-enep Babilon. C'hwi holl a antell ar wareg, kampit a-enep dezhi tro-dro, ra ne dec'ho den. Rentit dezhi hervez hec'h oberoù, grit dezhi hervez kement he deus graet, rak eo en em savet gant lorc'h a-enep an AOTROU, a-enep Sant Israel.
Hag e roin da Vabilon ha da holl dud Kaldea, dirak ho taoulagad, an holl zroug o deus graet e Sion, eme an AOTROU.
Ra gouezho an taerder graet din ha da'm c'hig war Vabilon, a lavaro annezadez Sion; ra gouezho va gwad war dud Kaldea, a lavaro Jeruzalem.
Rak diouzh ar varn ma varnit e viot barnet, ha diouzh ar muzul ma vuzuilhit e vo muzuliet deoc’h.
rak ar varn a zo hep trugarez evit an hini n’en deus ket bet trugarezus. Met an drugarez a sav dreist ar varn.
Enni eo bet kavet gwad ar brofeded, ar sent hag ar re holl a zo bet lakaet d’ar marv war an douar.
Adoni-Bezek a lavaras: Dek roue ha tri-ugent, meudoù o daouarn hag o zreid troc'het, a zastume dindan va zaol ar pezh a gouezhe; Doue en deus rentet din ar pezh am eus graet. O vezañ bet degaset da Jeruzalem, e varvas eno.