Jeremiaz 50:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned29 Dastumit gant kriadennoù ar waregerien a-enep Babilon. C'hwi holl a antell ar wareg, kampit a-enep dezhi tro-dro, ra ne dec'ho den. Rentit dezhi hervez hec'h oberoù, grit dezhi hervez kement he deus graet, rak eo en em savet gant lorc'h a-enep an AOTROU, a-enep Sant Israel. Ver Capítulo |
Met en em uhelaet out a-enep Aotrou an neñvoù hag eo bet degaset dirazout listri ti Doue, evet hoc'h eus gwin enno, te, da re vras, da wragez ha da serc'hed. Meulet ec'h eus an doueoù aour, arc'hant, arem, houarn, koad ha mein, na welont ket, na glevont ket ha n'anavezont ket, ha ne'c'h eus ket roet gloar d'an Doue emañ en e zorn da c'hwezh ha da holl hentoù.