Jeremiaz 5:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ho tireizhder en deus pellaet ar roidigezhioù-se, ho pec'hedoù o deus forc'het ac'hanoc'h eus ar madoù-se. |
Met ho tireizhder eo en deus lakaet an disrann etrezoc'h-c'hwi hag ho Toue, ho pec'hedoù eo a ra dezhañ kuzhat e zremm evit n'ho klevfe ken.
Mar doug hon direizhder testeni a-enep deomp, gra evit da anv, o AOTROU! Rak hon dianzavadurioù a zo niverus, pec'het hon eus a-enep dit.
Setu perak eo bet dalc'het ar c'haouadoù, ha n'eus ket bet glav an diwezhañ amzer. Ha tal ur ribodez ac'h eus bet, n'eo ket fellet dit kaout mezh.
Da hent ha da oberoù o deus degaset an traoù-se dit, frouezh da zrougiezh eo. Kement-se a zo c'hwerv, ya, tizhout a ra betek da galon.
Merc'h Sion, poan da zireizhder a zo echu, ne'z kaso ken en harlu. Merc'h Edom, kastizañ a raio da zireizhder, hag e tizoloio da bec'hedoù.