Jeremiaz 49:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu perak, selaouit ar pezh a fell d'an AOTROU ober a-enep Edom, hag ar soñjoù en deus graet a-enep Teman: A-dra-sur e vint stlejet evel re vihanañ an tropell, a-dra-sur e vo distrujet o ziez warno! |
Ha pa ho pefe trec'het zoken holl arme ar Galdeiz a stourm ouzhoc'h, ha ne vanfe diouto nemet gloazidi, e savfent, pep hini anezho en e deltenn, hag e tevfent ar gêr-mañ dre an tan.
Rak touet em eus drezon va-unan, eme an AOTROU, Bozra a zeuio da vezañ ur rivin, un dismegañs, ur gwastadur, ur vallozh, hag hec'h holl gêrioù a vo gouelec'hioù peurbadus.
Diwar-benn Edom, evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Ha n'eus ken a furnez e Teman? Hag e vank ar c'huzul d'an dud desket? Ha kouezhet eo o furnez?
Setu perak, selaouit ar pezh a fell d'an AOTROU ober a-enep Babilon, hag ar soñjoù en deus graet a-enep bro ar Galdeiz: A-dra-sur e vint stlejet evel re vihanañ an tropell, a-dra-sur e vo distrujet o ziez warno!
Respont a reas din o lavarout: Houmañ eo komz an AOTROU disklêriet da Zorobabel o lavarout: N'eo ket dre c'halloud na dre nerzh met dre va Spered, eme AOTROU an armeoù.
evit ober an holl draoù en deus da zorn ha da guzul merket a-raok da zleout bezañ graet.
Ennañ ivez eo ez omp deuet da vezañ heritourien, o vezañ bet raktonket hervez an diviz eus an hini a ra an holl draoù hervez ma tere ouzh e volontez,