Ar re-se eo a dreuzas ar Jordan er miz kentañ, pa zic'hlanne dreist d'e ribloù. Hag e lakajont da dec'hout holl dud an traoniennoù, eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol.
Jeremiaz 49:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu, evel ul leon, e pign eus ribloù lorc'hus ar Jordan a-enep an annez kreñv. A-daol-trumm e lakain Edom da redek diwarnañ, hag e lakain warnañ an hini am eus dibabet. Rak piv a zo heñvel ouzhin? Piv a roio urzhioù din? Piv eo ar mesaer a zalc'ho dirazon? |
Ar re-se eo a dreuzas ar Jordan er miz kentañ, pa zic'hlanne dreist d'e ribloù. Hag e lakajont da dec'hout holl dud an traoniennoù, eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol.
hag e lavaras: AOTROU, Doue hon tadoù, ha n'out ket Doue en neñvoù? Ha n'out ket an hini a ren war holl rouantelezhioù ar broadoù? Ha n'emañ ket ez torn an nerzh hag ar galloud, en doare na c'hell den herzel ouzhit?
Piv a zo eveldout e-touez an doueoù, o AOTROU? Piv a zo eveldout meurdezus e santelezh, din a veuleudioù, oc'h ober burzhudoù?
Ho pet soñj eus traoù kentañ an amzer gozh, rak me a zo Doue ha n'eus ket un doue all, n'eus hini ebet eveldon.
Mar ec'h eus redet gant troadeien ha ma'z out skuizhet, penaos e c'helli kenstrivañ gant kezeg? Ha mar n'out e surentez nemet en un douar sioul, petra a ri dirak lorc'hentez ar Jordan?
setu e kasin hag e kemerin holl bobloù an hanternoz, eme an AOTROU, ha Nebukadnezar roue Babilon va servijer, hag o lakain da zont a-enep ar vro-mañ hag a-enep hec'h holl dud hag a-enep an holl vroadoù tro-dro. Hag o lakain da verz, hag e rin anezho ur glac'har hag ur goapaerezh, ur gouelec'h peurbadus.
E renerien a vo kemeret en o zouez, hag e benn-bras a zeuio eus e greiz. Lakaat a rin anezhañ da dostaat, hag e teuio etrezek ennon. Rak piv eo an hini a lakaio, drezañ e-unan, e galon da dostaat ouzhin? eme an AOTROU.
Al leon a bign er-maez eus e doull, distrujer ar broadoù a zo o kerzhout, deuet eo kuit eus e lec'h, evit ober eus da vro ur glac'har. Da gêrioù a vo distrujet, ha ne vo den o chom enno.
An hini kentañ a oa evel ul leon hag en doa divaskell un erer. Sellout a ris betek ma voe tennet e zivaskell digantañ, ha ma voe savet al loen diwar an douar ha lakaet war e dreid evel un den, hag ur galon den a voe roet dezhañ.
Piv a bado dirak e fulor? Piv a zalc'ho en e sav dirak tan e gounnar? E fulor en em skuilh evel un tan, hag ar reier a zo bruzunet dirazañ.
Klevet eo ar vêsaerien o huanadiñ, rak distrujet eo o c'haerder; klevet eo al leonedigoù o yudal, rak distrujet eo lorc'h ar Jordan.
hag a gomzas ouzh Kora hag ouzh e holl strollad o lavarout: Warc'hoazh beure an AOTROU a roio da anavezout ar re a zo dezhañ hag ar re a zo santel, hag e lakaio da dostaat outañ an hini en devo dibabet.
Kerkent ha ma en em gavas ar re a zouge an arc'h er Jordan, ha ma voe glebiet treid an aberzhourien a zouge an arc'h e bord an dour, hag ar Jordan a fenn dreist e ribloù e-pad holl amzer an eost,