Skeiñ a reas war dek mil den eus Edom e traonienn an Holen, hag e tapas Sela dre vrezel, hag ec'h anvas anezhi Jokteel, an anv he deus miret betek hiziv.
Jeremiaz 49:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Da emfiziañs ha lorc'h da galon o deus da douellet, te hag a zo o chom e toulloù ar reier hag a zalc'h krec'h ar menezioù. Pa savi da neizh evel an erer, e taolin ac'hanout d'an traoñ, eme an AOTROU. |
Skeiñ a reas war dek mil den eus Edom e traonienn an Holen, hag e tapas Sela dre vrezel, hag ec'h anvas anezhi Jokteel, an anv he deus miret betek hiziv.
Ar marv hag ar vuhez a zo e galloud an teod, ar re a gar e implijout a zebro ar frouezh anezhañ.
Va c'houlm, en em zerc'hel a rez e faoutoù ar roc'h hag e kuzhez er brioù serzh. Diskouez din da zremm, va laka da glevout da vouezh, rak da vouezh a zo dous ha da zremm a zo brav.
Va dorn en deus kavet pinvidigezhioù ar pobloù evel un neizh; evel ma tastumer vioù dilezet, em eus dastumet an douar holl, ha nikun n'en deus fiñvet e askell, na digoret e veg, na laosket ur griadenn.
Hag ez aint e skarroù ar reier, hag e kleuzioù ar menezioù, evit tec'hout diwar spont an AOTROU ha gloar e Veurded, pa savo evit skeiñ gant an douar.
Evel-henn e komz an AOTROU: Ya, lamet e vo digant an den kreñv ar re a zo dalc'het gantañ, ha tennet e vo e breizh digant an den spontus, rak me a dabuto a-enep da enebourien, me a zieubo da vibien.
Dastumit gant kriadennoù ar waregerien a-enep Babilon. C'hwi holl a antell ar wareg, kampit a-enep dezhi tro-dro, ra ne dec'ho den. Rentit dezhi hervez hec'h oberoù, grit dezhi hervez kement he deus graet, rak eo en em savet gant lorc'h a-enep an AOTROU, a-enep Sant Israel.
Pa savfe Babilon betek an neñvoù, pa lakafe digemeradus lein he c'hreñvlec'h, an distrujerien a yelo enni eus va ferzh, eme an AOTROU.
Pa'z afent e lec'h ar marv, va dorn o zenno ac'hane, pa bignfent d'an neñvoù, e rin dezho diskenn,
Gwalleur d'an hini a zastum evit e di gounidoù direizh, evit lakaat e neizh en ul lec'h uhel, evit tec'hout diouzh tapadenn ar glac'har!
met kasaet Ezaü, hag em eus graet eus e venezioù ul lec'h distro; ha roet em eus e hêrezh da aourgon ar gouelec'h.