Da emfiziañs ha lorc'h da galon o deus da douellet, te hag a zo o chom e toulloù ar reier hag a zalc'h krec'h ar menezioù. Pa savi da neizh evel an erer, e taolin ac'hanout d'an traoñ, eme an AOTROU.
da deurel a rin d'an traoñ gant ar re a ziskenn er poull, gant ar bobl a-wechall, hag e lakain ac'hanout e lec'hioù izelañ an douar, e lec'hioù glac'haret pell 'zo gant ar re a ziskenn er poull, evit na vi ken tudet. Mirout a rin ar gloar evit douar ar re vev.
evit na vo ken gwezenn douraet ebet uhel a vent, evit na savo ken he beg e-kreiz skoultrigoù fetis, evit n'en em zalc'ho ken en o uhelder ar re a ev dour. Rak e vint holl lakaet d'ar marv e donderioù an douar, e-touez mibien an dud, gant ar re a ziskenn d'ar poull.