Ha Moab a vo mezhek eus Kemosh, evel ma'z eo bet ti Israel mezhek eus Betel, a oa e fiziañs.
Jeremiaz 48:39 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Huanadit: Penaos eo bet torret? Penaos e tro kein Moab en e vezh? Moab a vo ur c'hoapadenn hag ur spont evit an holl re a vo en-dro dezhañ. |
Ha Moab a vo mezhek eus Kemosh, evel ma'z eo bet ti Israel mezhek eus Betel, a oa e fiziañs.
Ha c'hwi holl a anavez e anv, lavarit: Penaos eo bet torret ar walenn nerzhus-se, ar vazh veurdezus-se?
Penaos ez eo azezet hec'h-unan ar gêr ken poblet! An hini a oa bras e-touez ar broadoù a zo evel un intañvez. An hini a oa un itron e-touez ar proviñsoù a zo deuet un druajadez.
Penaos en deus an AOTROU en e gounnar goloet gant ur goumoulenn merc'h Sion? Taolet en deus eus an neñvoù d'an douar splannder Israel. Da zeiz e gounnar n'en deus ket bet soñj eus skabell e dreid.
Penaos eo teñvalaet an aour ha kemmet an aour glan? Penaos eo stlabezet mein ar santual e kognoù pep straed?