Pignat a reer war-zu Bajid ha war-zu Dibon, war an uhellec'hioù da ouelañ. Moab a hirvoudo war Nebo ha war Nedeba, an holl bennoù a vo touzet, an holl varvoù a vo troc'het.
Jeremiaz 48:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me a raio, eme an AOTROU, na vo den ebet ken e Moab o pignat war an uhellec'hioù evit kinnig ezañs d'e zoueoù. |
Pignat a reer war-zu Bajid ha war-zu Dibon, war an uhellec'hioù da ouelañ. Moab a hirvoudo war Nebo ha war Nedeba, an holl bennoù a vo touzet, an holl varvoù a vo troc'het.
Moab a zo aet skuizh da vont war an uhellec'hioù, mont a raio er santual da bediñ, met ne c'hello kaout netra.
Rak, o Juda, kement a zoueoù ac'h eus hag a gêrioù! Ha kement a straedoù a zo e Jeruzalem hag a aoterioù hoc'h eus savet d'an euzhuster, aoterioù evit kinnig ezañs da Vaal.
Peogwir ec'h eus fiziet ez labourioù hag ez teñzorioù, e vi tapet ivez. Ha Kemosh a yelo d'an harlu, gant hec'h aberzhourien hag he fennoù.
Petra! Laerezh a rit, muntrañ a rit, avoultriñ a rit, touiñ a rit e gaou, kinnig a rit ezañs da Vaal, mont a rit war-lerc'h doueoù all n'anavezit ket,
An evadkinnigoù a vo un hanter hin gwin evit ur c'hole, un drederenn hin evit un tourz, ur c'hard hin evit un oan. Loskaberzh penn ar miz e vo, evit holl vizioù ar bloaz.