Mont a reas d'azezañ dirazañ war-hed un tenn gwareg, rak lavarout a rae: Gant na welin ket ar bugel o vervel! Hi a azezas dirazañ, a savas he mouezh hag a ouelas.
Jeremiaz 48:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Diskenn eus da c'hloar hag azez war an douar krazet, annezadez, merc'h Dibon! Rak distrujer Moab a bign a-enep dit, diskaret en deus da greñvlec'hioù. |
Mont a reas d'azezañ dirazañ war-hed un tenn gwareg, rak lavarout a rae: Gant na welin ket ar bugel o vervel! Hi a azezas dirazañ, a savas he mouezh hag a ouelas.
Ar bobl he doe sec'hed el lec'h-se dre vank dour hag a c'hrozmolas a-enep Moizez o lavarout: Perak ec'h eus graet deomp pignat eus an Ejipt evit hol lakaat da vervel gant ar sec'hed, me ha va mibien ha va loened?
Pignat a reer war-zu Bajid ha war-zu Dibon, war an uhellec'hioù da ouelañ. Moab a hirvoudo war Nebo ha war Nedeba, an holl bennoù a vo touzet, an holl varvoù a vo troc'het.
Diskenn hag azez er boultrenn, gwerc'hez merc'h Babilon, azez d'an douar, hep tron, merc'h ar Galdeiz, rak ne vi ken anvet: Tener ha plijus.
Va fobl a zo kaset da sklav, dre vank a anaoudegezh, he noblañs a varv gant an naon, hec'h engroez a zisec'h gant ar sec'hed.
Strinket hon eus warno, Hesbon a zo kollet betek Dibon, distrujet holl hon eus betek Nofak, betek Medeba.
adalek Aroer a zo war ribl froud an Arnon, hag ar gêr a zo e-kreiz ar froud, ha plaenenn Medeba betek Dibon,
Ur sec'hed ruz en doa, hag e krias d'an AOTROU o lavarout: Roet ec'h eus da'z servijer an dieubidigezh vras-se, ha bremañ e varvfen gant ar sec'hed, hag e kouezhfen etre daouarn an diamdroc'hidi?