Diwar-benn Moab, evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Gwalleur da Nebo, rak gwastet eo! Kirjataim a zo mezhek, tapet eo. Ar gêr greñv a zo mezhet ha spontet.
Moab n'he deus ken da dennañ gloar eus Hesbon, ijinet eo bet droug a-enep dezhi: Deuit, distrujomp hi a-douez ar broadoù! Ha te ivez, Madmen, te a vo distrujet, hag ar c'hleze a yelo war da lerc'h.
Gwinienn Sibma, warnout e ouelin muioc'h eget war Jaezer, da vrankoù a yae dreist ar mor, hag e tapent mor Jaezer. An distrujer a zo kouezhet war da frouezh-hañv ha war da vendem.
En abeg da c'harmoù Hesbon e reont klevout o mouezh betek Eleale ha betek Jahaz, adalek Zoar betek Horonajim ha betek Eglad-Shelishija, rak doureier Nimrim a vo ivez glac'haret.
Dindan skeud Hesbon ec'h ehan an dec'hidi dre ziouer a nerzh, un tan a zeuio eus Hesbon, hag ur flamm eus kreiz Sihon, a lonko ur c'hostez eus Moab, ha lein penn mibien an tousmac'h.
Setu tri c'hant vloaz abaoe m'emañ Israel o chom en Hesbon hag en he c'hêrioù, en Aroer hag en he c'hêrioù, hag en holl gêrioù a zo a-hed an Arnon, perak n'hoc'h eus ket o lamet digantañ e-keit-se?