Ne oant ket c'hoazh aet da gousket, ma teuas gwazed kêr, gwazed Sodom, en-dro d'an ti, adalek ar re yaouankañ betek ar re goshañ, an holl bobl a-unan.
Jeremiaz 44:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met an holl baotred a ouie e kinnige o gwragez ezañs da zoueoù all, an holl wragez a oa eno e niver bras, an holl bobl a oa o chom e bro Ejipt, e Patroz, a respontas da Jeremiaz, o lavarout: |
Ne oant ket c'hoazh aet da gousket, ma teuas gwazed kêr, gwazed Sodom, en-dro d'an ti, adalek ar re yaouankañ betek ar re goshañ, an holl bobl a-unan.
Ha n'eo ket e kement-se e pec'has Salomon roue Israel? E-touez broadoù niverus n'eus ket bet ur roue eveltañ, karet e oa gant e Zoue, ha Doue en doa e lakaet da roue war Israel holl, ha koulskoude ar gwragez estren a reas dezhañ pec'hiñ.
Abred pe ziwezhat an hini drouk ne chomo ket digastiz, met lignez an dud reizh a vo dieubet.
Perak c'hoazh skeiñ ganeoc'h pa gendalc'hit hoc'h emsavadeg? Ar penn holl a zo klañv, ar galon holl a zo diyac'h.
disklêriet em eus dit an traoù-mañ abaoe pell 'zo, roet em eus anezho da glevout dit kent dezho c'hoarvezout, gant aon na lavarfes: Va idol eo en deus o graet, va skeudenn gizellet pe va skeudenn deuzet he deus o gourc'hemennet.
Ar gomz a voe disklêriet da Jeremiaz diwar-benn an holl Yuzevien a oa o chom e Migdol, en Tapanez, e Nof hag e bro Batroz, er gerioù-se:
Pa ginnigemp ezañs da rouanez an neñvoù ha raemp evadkinnigoù dezhi, hag-eñ e oa hep ma ouie hor gwazed e raemp dezhi gwestell ma veze skeudennet warno, pe e raemp evadkinnigoù dezhi?
Goude, Jeremiaz a lavaras d'an holl bobl ha d'an holl vaouezed: Selaouit komz an AOTROU, c'hwi holl re Juda a zo e bro Ejipt:
hag e tegasin en-dro re zalc'het an Ejipt, hag e rin dezho mont en-dro da vro Batroz, en o bro c'henidik, met e vint eno ur rouantelezh dinerzh.
It e-barzh dre an nor strizh. Rak ledan eo an nor ha frank eo an hent a gas d’ar gollidigezh, ha kalz a dud a dremen dre eno.
a-douez doueoù ar pobloù a zo en-dro, tost pe pell, adalek penn an douar betek dibenn an douar,