Abner a zistroas eta da Hebron, ha Joab en tennas a-du, en diabarzh eus an nor, evel evit komz outañ e kuzh, hag eno e skoas warnañ en e gof, hag e varvas en abeg da wad Asael breur Joab.
Jeremiaz 41:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag Ismael mab Netania a savas, kenkoulz hag an dek den a oa gantañ, hag e skojont gant ar c'hleze war C'hedalia mab Ahikam mab Shafan, hag e lazhjont an hini en doa roue Babilon lakaet da c'houarnour war ar vro. |
Abner a zistroas eta da Hebron, ha Joab en tennas a-du, en diabarzh eus an nor, evel evit komz outañ e kuzh, hag eno e skoas warnañ en e gof, hag e varvas en abeg da wad Asael breur Joab.
D'ar seizhvet miz, Ismael mab Netania mab Elishama, a lignez roueel, ha dek den gantañ, a zeuas hag a skoas d'ar marv war C'hedalia, hag e lazhjont ivez ar Yuzevien hag ar Galdeiz a oa gantañ e Mizpa.
hag e lavarjont dezhañ: Hag ec'h anavezez en deus Baaliz roue mibien Ammon kaset Ismael mab Netania evit lemel da vuhez diganit? Met Gedalia mab Ahikam ne gredas ket anezho.
Met Gedalia mab Ahikam a lavaras da Johanan mab Kareak: Na ra ket-se, rak ar pezh a lavarez diwar-benn Ismael a zo ur gaou.
Hag evel na zistroe ket c'hoazh, e lavaras dezhañ: Distro da gavout Gedalia mab Ahikam mab Shafan, en deus roue Babilon lakaet war gêrioù Juda, ha chom gantañ e-touez ar bobl, pe d'al lec'h ma kavo dit e vo reizh mont. Ha penn ar warded a roas dezhañ boued ha profoù hag en lezas mont.
Holl bennoù an dud a vrezel a oa war ar maez, int hag o zud, a glevas en doa roue Babilon lakaet Gedalia mab Ahikam da c'houarnour ar vro, hag en doa e lakaet war ar baotred, ar maouezed hag ar vugale, a-douez re baourañ ar vro, ar re ne oant ket bet harluet da Vabilon.
Neuze e teujont da gavout Gedalia e Mizpa: Ismael mab Netania, Johanan ha Jonatan mibien Kareak, Seraja mab Tanumed, mibien Efai an Netofatad, Jezania mab ur Maakatian, int hag o zud.
Ismael a lazhas an holl Yuzevien a oa gant Gedalia e Mizpa, hag ar Galdeiz en em gave eno, an dud a vrezel.
Ne gomzan ket ac’hanoc’h holl. Gouzout a ran ar re am eus dibabet. Met ret eo d’ar Skritur bezañ peurc’hraet: An hini a zebr bara ganin en deus savet e droad em enep.