Jeremiaz 40:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
hag an AOTROU en deus lakaet da zont ha sevenet evel m'en doa lavaret, dre ma hoc'h eus pec'het a-enep an AOTROU ha n'hoc'h eus ket selaouet e vouezh; dre-se eo c'hoarvezet kement-mañ ganeoc'h.
Met kerkent ha m'o doe diskuizh, e tistroent d'ober fall dirazout, ha neuze o zilezes etre daouarn o enebourien a vestronie anezho. Hag adarre e klemmjent war-zu ennout, hag o c'hleves eus an neñvoù, hag evel-se, hervez da drugarez vras, ec'h eus o dieubet meur a wech.
Rak AOTROU an armeoù, an hini en doa da blantet, en deus disklêriet an droug ez enep, en abeg d'an droug o deus graet dezho o-unan ti Israel ha ti Juda, oc'h imoriñ ac'hanon en ur ginnig ezañs da Vaal.
Kae ha komz ouzh Ebed-Melek an Etiopiad, ha lavar dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da zegas war ar gêr-mañ an traoù am eus disklêriet evit an drougeur ha nann evit ar mad, hag e vint sevenet dirazout en deiz-se.
Dre ma hoc'h eus kinniget ezañs, ha ma hoc'h eus pec'het a-enep an AOTROU, dre ma n'hoc'h eus ket selaouet mouezh an AOTROU, ha ma n'hoc'h eus ket kerzhet en e lezenn nag en e reolennoù nag en e destenioù, en abeg da-se, an droug-mañ a zo c'hoarvezet ganeoc'h, evel ma vez gwelet hiziv.
An holl re a gave anezho o lonke, hag o enebourien a lavare: Ne vimp ket kablus, peogwir o deus pec'het a-enep an AOTROU, chomlec'h ar reizhder, a-enep an AOTROU, esperañs o zadoù.
An AOTROU en deus graet hervez e vennozh, sevenet en deus ar gomz divizet abaoe pell. Distrujet en deus didruez. Laouenaet en deus an enebour diwar da benn, savet en deus nerzh da waskerien.
Hogen gouzout a reomp penaos kement a lavar al lezenn, en lavar d’ar re a zo dindan al lezenn, evit ma vo serret pep genoù ha ma vo ar bed holl lakaet dindan barnedigezh Doue.