Tremenit, tremenit dre an dorojoù, kempennit hent ar bobl! Plaenait, plaenait ar chaoser, tennit ar vein diwarnañ! Savit ur banniel etrezek ar pobloù!
Jeremiaz 4:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Savit ar banniel etrezek Sion, tec'hit ha n'ehanit ket, rak kas a ran eus an hanternoz an droug hag un distruj bras. |
Tremenit, tremenit dre an dorojoù, kempennit hent ar bobl! Plaenait, plaenait ar chaoser, tennit ar vein diwarnañ! Savit ur banniel etrezek ar pobloù!
Setu, un trouz a zo klevet, un trouz bras a zeu eus bro an hanternoz, evit treiñ kêrioù Juda e lec'hioù dilaosket hag ober anezho toulloù evit an aourgon.
Bremañ eta komz ouzh tud Juda hag ouzh tud Jeruzalem, ha lavar dezho: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu e kempennan droug a-enep deoc'h, hag ec'h ijinan ur mennad a-enep deoc'h. Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall, troit e mad ho hentoù hag hoc'h oberoù.
Ha goude-se, eme an AOTROU, e lakain Sedesia roue Juda, e servijerien, ar bobl, ar re eus ar gêr-mañ a vo manet goude ar vosenn, ar c'hleze hag an naonegezh, etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon, etre daouarn o enebourien, hag etre daouarn ar re a glask o buhez, hag e skoio warno gant troc'h ar c'hleze, n'esperno ket anezho, n'en devo na truez na trugarez.
Kempenn a ran a-enep dit distrujerien, pep hini gant e armoù, a droc'ho hag a daolo en tan an dibab eus da sedrez.
setu e kasin hag e kemerin holl bobloù an hanternoz, eme an AOTROU, ha Nebukadnezar roue Babilon va servijer, hag o lakain da zont a-enep ar vro-mañ hag a-enep hec'h holl dud hag a-enep an holl vroadoù tro-dro. Hag o lakain da verz, hag e rin anezho ur glac'har hag ur goapaerezh, ur gouelec'h peurbadus.
Disklêriit e-touez ar broadoù hag embannit kement-se, savit ar banniel, embannit kement-se, na guzhit netra, lavarit: Babilon a zo tapet, Bel a zo mezhekaet, Merodak a zo torret. Hec'h idoloù a zo mezhekaet, he zoueoù a zo torret.
Savit ur banniel a-enep mogerioù Babilon, kreñvait ar ged, lakait gwarded, kempennit spioù! Rak an AOTROU en deus bet ur mennad, hag e raio hervez ar pezh en deus lavaret a-enep tud Babilon.
Savit ur banniel war an douar, sonit ar shofar e-touez ar broadoù, kempennit a-enep dezhi ar broadoù, galvit a-enep dezhi rouantelezhioù Ararad, Minni hag Ashkenaz, lakait a-enep dezhi pennoù, grit d'ar c'hezeg pignat evel kilheien-raden a-bik.
Mibien Benjamin, tec'hit eus kreiz Jeruzalem, sonit ar shofar e Tekoa, savit un arouez-tan e Bet-Hakerem, rak an droug a zeu eus an hanternoz hag un distruj bras.
Evel-henn e komz an AOTROU: Ur bobl a zeu eus bro an Hanternoz, ur vroad vras a savo eus pennoù an douar.
Hag e krias a vouezh uhel da'm divskouarn o lavarout: Tostait kastizerien kêr, pep hini gant e venveg-distrujañ en e zorn.
Setu c'hwec'h den a zeuas dre hent an nor uhelañ troet etrezek an hanternoz, pep hini gant e venveg-distrujañ en e zorn. En o zouez e oa un den gwisket gant lin, o tougen ur pod-liv skriver en e c'houriz. Mont a rejont e-barzh hag en em zalc'hjont e-kichen an aoter arem.
En deiz se, eme an AOTROU, e vo klevet kriadennoù eus dor ar Pesked, yudadennoù eus an eil karter, hag un diskar bras eus ar c'hrec'hiennoù.
Ar c'hezeg du ouzh unan eus ar c'hirri a ya etrezek bro an hanternoz, hag ar re wenn a ya war o lerc'h. Ar re varellet a ya war-zu bro ar c'hreisteiz.