rak em eus bet aon rak an engroez bras, em eus bet aon rak dispriz an tiegezhioù, en doare ma chomen sioul ha na greden ket mont e-maez an nor,
Jeremiaz 38:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O aotrou roue! An dud-se o deus graet fall e kement tra o deus graet d'ar profed Jeremiaz, en ur deurel anezhañ er puñs. Mervel a raio gant an naon el lec'h-mañ, pa n'eus ken a vara e kêr. |
rak em eus bet aon rak an engroez bras, em eus bet aon rak dispriz an tiegezhioù, en doare ma chomen sioul ha na greden ket mont e-maez an nor,
Hag e lakain anezho da zebriñ kig o mibien ha kig o merc'hed, hag e tebrint kig an eil egile e-pad ar seziz, en enkrez ma vint kaset ennañ gant o enebourien ha gant ar re a glask o buhez.
Ar roue Sedesia a c'hourc'hemennas ma vije miret e porzh an toull-bac'h ha ma vije roet dezhañ ur varaenn eus straed ar Varaerien, betek ma vije debret holl varaoù kêr. Evel-se e chomas Jeremiaz e porzh an toull-bac'h.
Hag ar roue a roas an urzh-mañ da Ebed-Melek an Etiopad o lavarout: Kemer ganit ac’hann tregont den, ha tenn ar profed Jeremiaz er-maez eus ar puñs, a-raok ma varvo.
Met en deiz-se e tieubin ac'hanout, eme an AOTROU, ha ne vi ket lakaet etre daouarn an dud ac'h eus aon razo.
D'ar pevare miz, d'an navet eus ar miz, e voe rust an naonegezh e kêr, ha ne oa ken a vara enni evit pobl ar vro.
Hec'h holl bobl a huanad, klask a reont bara. Roet o deus o holl draoù plijus evit boued, evit adkavout o buhez. Gwel, AOTROU, ha sell penaos ez on disprizet!