Rak Sedesia roue Juda en doa e zastumet eno hag en doa lavaret dezhañ: Perak e profedez o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat ar gêr-mañ etre daouarn roue Babilon, hag e tapo anezhi,
O aotrou roue! An dud-se o deus graet fall e kement tra o deus graet d'ar profed Jeremiaz, en ur deurel anezhañ er puñs. Mervel a raio gant an naon el lec'h-mañ, pa n'eus ken a vara e kêr.
Piv a zo un Doue heñvel ouzhit, hag a bardon an direizhder hag a dremen dreist pec'hed an nemorant eus e hêrezh? Ne vir ket da viken e gounnar, rak trugarez a blij dezhañ.