Pemp bloaz warn-ugent e oa Jojakim pa zeuas da roue, hag e renas unnek vloaz e Jeruzalem. Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU e Zoue.
Jeremiaz 36:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned D'ar pevare bloaz eus Jojakim mab Jozia roue Juda, ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se: |
Pemp bloaz warn-ugent e oa Jojakim pa zeuas da roue, hag e renas unnek vloaz e Jeruzalem. Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU e Zoue.
Ar gomz a voe disklêriet da Jeremiaz evit holl bobl Juda, d'ar pevare bloaz eus Jojakim mab Jozia roue Juda, a oa bloaz kentañ Nebukadnezar roue Babilon,
Abaoe an trizekvet bloaz eus Jozia mab Amon roue Juda betek hiziv, ez eus tri bloaz warn-ugent ma'z eo bet komz an AOTROU disklêriet din, hag em eus komzet ouzhoc'h, komzet adalek ar beure, met n'hoc'h eus ket selaouet.
Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se, en amzer Jojakim mab Jozia roue Juda:
D'ar pempvet bloaz eus Jojakim mab Jozia roue Juda, d'an navet miz, e voe embannet ur yun dirak an AOTROU, evit holl bobl Jeruzalem hag evit an holl bobl a zeue eus kêrioù Juda da Jeruzalem.
Setu ar gomz en deus disklêriet ar profed Jeremiaz da Varuk mab Nerija, pa skrive en ul levr ar c'homzoù-mañ diouzh genoù Jeremiaz, er pevare bloaz eus Jojakim mab Jozia, roue Juda:
Diwar-benn an Ejipt, diwar-benn arme Faraon Neko, roue an Ejipt, a oa e-kichen stêr Eufratez e Karkemish, hag a voe trec'het gant Nebukadnezar roue Babilon er pevare bloaz eus Jojakim mab Jozia, roue Juda:
D'an trede bloaz eus Jojakim roue Juda, e pignas Nebukadnezar roue Babilon a-enep Jeruzalem hag e reas seziz en-dro dezhi.