Jeremiaz 25:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
1 Ar gomz a voe disklêriet da Jeremiaz evit holl bobl Juda, d'ar pevare bloaz eus Jojakim mab Jozia roue Juda, a oa bloaz kentañ Nebukadnezar roue Babilon,
Roue an Ejipt a lakaas Eliakim breur Joakaz da roue war Juda ha war Jeruzalem, hag e troas e anv e Jojakim. Ha Neko a gemeras Joakaz e vreur hag a gasas anezhañ d'an Ejipt.
hag e deizioù Jojakim mab Jozia, roue Juda, betek diwezh an unnekvet bloaz eus Sedesia mab Jozia, roue Juda, betek ma voe Jeruzalem kaset en harlu er pempvet miz.
Setu ar gomz en deus disklêriet ar profed Jeremiaz da Varuk mab Nerija, pa skrive en ul levr ar c'homzoù-mañ diouzh genoù Jeremiaz, er pevare bloaz eus Jojakim mab Jozia, roue Juda:
Diwar-benn an Ejipt, diwar-benn arme Faraon Neko, roue an Ejipt, a oa e-kichen stêr Eufratez e Karkemish, hag a voe trec'het gant Nebukadnezar roue Babilon er pevare bloaz eus Jojakim mab Jozia, roue Juda:
An AOTROU a lakaas etre e zaouarn Jojakim roue Juda ha darn eus listri ti Doue, a gasas da vro Shinear, da di e zoue. Lakaat a reas al listri-mañ e ti teñzor e zoue.