Ha n'eo ket evel-se va zi dirak Doue? Graet en deus ganin un emglev peurbadus, reizhet mat ha stabil. Va holl silvidigezh, kement a garan, ha n'o lakaio ket da vleuniañ?
Jeremiaz 33:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned neuze e vo torret va emglev gant David va servijer, en doare ma n'en devo ken a vab da ren war e dron, ha va emglev gant an aberzhourien Levited a servij ac'hanon. |
Ha n'eo ket evel-se va zi dirak Doue? Graet en deus ganin un emglev peurbadus, reizhet mat ha stabil. Va holl silvidigezh, kement a garan, ha n'o lakaio ket da vleuniañ?
Koulskoude en abeg d'an emglev en doa graet gant David, ne fellas ket d'an AOTROU distrujañ ti David, hervez ar gomz en doa lavaret da reiñ ul lamp dezhañ ha d'e vibien, da viken.
e startain tron da rouantelezh, evel ma em eus prometet da Zavid da dad, o lavarout: Ne vanki ket da gavout ur warlerc'hiad da ren war Israel.
Roit ho skouarn ha deuit da'm c'havout, selaouit hag e vevo hoc'h ene; ha me a ziazezo ganeoc'h un emglev peurbadus, an trugarezioù divrall prometet da Zavid.
Rak evel ma pado dirazon an neñvoù nevez hag an douar nevez emaon o krouiñ, eme an AOTROU, evel-se e pado ho lignez hag hoc'h anv.
an aberzhourien Levited ne vankint biken dirazon eus un den da ginnig loskaberzhoù, da lakaat da vogediñ donezonoù, d'ober aberzhoù bemdez.
Hag e voe roet dezhañ ar vestroniezh, ar c'hloar hag ar ren, hag an holl bobloù, broadoù ha yezhoù a servijas anezhañ. E vestroniezh a zo ur vestroniezh peurbadus na dremeno ket, hag e rouantelezh ne vo ket distrujet.
graet ec’h eus ac’hanomp rouaned hag aberzhourien d’hon Doue, hag e renimp war an douar.