Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 33:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 an aberzhourien Levited ne vankint biken dirazon eus un den da ginnig loskaberzhoù, da lakaat da vogediñ donezonoù, d'ober aberzhoù bemdez.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 33:18
21 Referencias Cruzadas  

Ha goude-se e kinnigjont al loskaberzh peurbadus, re al loarioù nevez hag holl c'houelioù an AOTROU a oa santelaet, ha re eus pep hini a rae ur prof a youl vat d'an AOTROU.


o degasin a rin ivez da'm menez santel, hag e roin levenez dezho em zi a bedenn; o loskaberzhoù hag o aberzhoù a vo degemeret mat wat va aoter, rak va zi a vo anvet un ti a bedenn evit an holl vroadoù.


C'hwi a vo anvet aberzhourien an AOTROU, hag e vo graet ac'hanoc'h servijerien hon Doue. Hag e tebrot pinvidigezhioù ar broadoù, hag e viot goloet eus o gloar.


Komz an AOTROU a voe disklêriet da Jeremiaz er gerioù-se:


Evel na c'heller ket niveriñ arme an neñvoù, na muzuliañ traezh ar mor, evel-se e kreskin lignez David va servijer hag al Levited a servij ac'hanon.


en abeg da-se, evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Jonadab mab Rekab ne vanko biken eus un den d'en em zerc'hel dirazon.


Met an aberzhourien Levited, mibien Zadok, o deus miret servij va santual, pa o deus diheñchet diouzhin mibien Israel, int a dostaio ouzhin evit va servijañ hag en em zalc'ho dirazon evit kinnig din lard ha gwad, eme an Aotrou AOTROU.


Ar pemp mil warn-ugent a hirder war zek mil a ledander a vo d'al Levited a ra servij an ti, evel o dalc'h, gant ugent kambr.


An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:


rak, goude bezañ anavezet Doue, n’o deus ket roet gloar dezhañ evel da Zoue ha n’o deus ket e drugarekaet, met deuet int d’en em goll en o arguzennoù hag o c’halon dibourvez a zo bet leuniet a deñvalijenn.


da vezañ servijer Jezuz-Krist e-keñver ar baganed ha da leuniañ ar garg santel eus Aviel Doue, evit ma vo kavet mat gantañ ar prof eus ar baganed, ur prof santelaet gant ar Spered-Santel.


An aberzhourien, al Levited, hag holl veuriad Levi, n'o devo na lodenn na hêrezh gant Israel; debriñ a raint eus ar profoù graet dre an tan d'an AOTROU hag eus e hêrezh.


Diwall diouzh gouli al lorgnez, evesha mat ha gra kement a gelenno deoc'h an aberzhourien, al Levited, evesha d'ober evel ma em eus gourc'hemennet dezho.


hag e rojont urzhioù d'ar bobl o lavarout: Pa welot arc'h emglev an AOTROU ho Toue hag an aberzhourien, al Levited, o tougen anezhi, ez eot kuit eus ho lec'hioù hag e kerzhot war he lerc'h.


C’hwi ivez, evel mein bev, a zo savet evit bezañ un ti speredel, ur velegiezh santel, evit kinnig aberzhoù speredel kavet plijus gant Doue dre Jezuz-Krist.


Met c’hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklêrijenn vurzhudus,


hag en deus graet ac’hanomp rouaned hag aberzhourien da Zoue e Dad, ra vo dezhañ ar gloar hag ar galloud e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


graet ec’h eus ac’hanomp rouaned hag aberzhourien d’hon Doue, hag e renimp war an douar.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos