Ra gouezho ar gwad-se war benn Joab ha war holl di e dad! Ra vo e ti Joab da viken un den bennak o kaout ur berad pe al lorgnez, pe oc'h en em harpañ war ur vazh, pe o kouezhañ dre ar c'hleze, pe o vezañ e diouer a vara!
hag evit ma seveno an AOTROU ar gomz en deus disklêriet din o lavarout: Ma laka da vibien evezh d'o hent, evit kerzhout dirazon er wirionez, a-greiz o holl galon hag o holl ene, ne vanki ket da gavout ur warlerc'hiad azezet war dron Israel.
Bremañ eta, AOTROU Doue Israel, dalc'h e-keñver da servijer David d'ar pezh az poa prometet dezhañ, o lavarout: Ne vanki ket da gavout ur warlerc'hiad dirazon azezet war dron Israel, gant ma lakaio da vibien evezh d'o hent, evit kerzhout dirazon evel ma ec'h eus kerzhet dirazon.
Met Josheba, merc'h ar roue Joram, c'hoar Akazia, a gemeras Joaz mab Akazia, hag e laeras anezhañ a-douez mibien ar roue a lakaed d'ar marv, hag e kuzhas anezhañ ouzh daoulagad Atalia, eñ gant e vagerez, e sal ar gweleoù, ha ne voe ket lakaet d'ar marv.
neuze ar rouaned hag ar briñsed azezet war dron David a zeuio-tre dre zorojoù ar gêr-mañ pignet war girri ha war gezeg, int hag o friñsed, tud Juda ha tud Jeruzalem, hag ar gêr-mañ a vo annezet da viken.