Setu ez eo savet tosennoù a-enep kêr evit he zapout, hag ar gêr a vo lakaet etre daouarn ar Galdeiz a ra brezel outi gant ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn. Ar pezh ac'h eus lavaret a zo c'hoarvezet, hag e welout a rez.
Jeremiaz 32:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha bremañ, evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel, diwar-benn ar gêr-mañ, ma lavarit diouti ez eo lakaet etre daouarn roue Babilon dre ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn: |
Setu ez eo savet tosennoù a-enep kêr evit he zapout, hag ar gêr a vo lakaet etre daouarn ar Galdeiz a ra brezel outi gant ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn. Ar pezh ac'h eus lavaret a zo c'hoarvezet, hag e welout a rez.
Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat ar gêr-mañ etre daouarn ar Galdeiz hag etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon, a dapo anezhi.
Rak Sedesia roue Juda en doa e zastumet eno hag en doa lavaret dezhañ: Perak e profedez o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat ar gêr-mañ etre daouarn roue Babilon, hag e tapo anezhi,
Setu e tastumin anezho eus an holl vroioù ma em bo o c'haset kuit, em c'hounnar, em fulor hag em erez vras, hag o degasin en-dro d'al lec'h-mañ, evit ma chomint ennañ e surentez.
Setu perak e tedennin anezhi, hag e rin dezhi mont d'ar gouelec'h, hag e komzin ouzh he c'halon.
Hogen al lezenn a zo deuet evit lakaat ar pec’hed da fonnañ; met e-lec’h m’en deus ar pec’hed fonnet, ar c’hras he deus dreistfonnet,